Photo of David Revoy
Photo credit : Elisa de Castro Guerra

A-zivout David Revoy

Demat, David Revoy eo va anv. Un arzour gall ganet e 1981 on me. Desket em eus va-unan ha sot on gant an tresañ, al livouriezh, ar c'hizhier, an urzhiataerioù, ar sevenadur mammenn digor GNU/Linux, ar genrouedad, ar c'hoarioù-video RPG mod kozh, ar manga hag anime kozh, an arz hengounel, ar sevenadur japanat, ar moliac'h . . . 

Goude bezañ bet 10 vloaz o labourat ma-unan el livouriezh niverel, en deskadurezh, en arz-meizad, er skeudenniñ, er renerezh-arzel, em eus divizet kregiñ gant va raktres din-me. Kavet em eus un doare da veskañ kement a laka birvilh ennon asambles; hag an disoc'h a zo Pepper&Carrot.

Ma portfolio:


Va huñvreoù evit ar raktres-mañ:

☐ Ober ur brezegenn diwar-benn Pepper&Carrot en ur c'henedalc'h bannoù-treset Japanad.
☐ C'hoari d'ur c'hoari video Pepper&Carrot gant un dornell
Kaout ur skeudennaoueg a 100 fan-art
Kaout ur bajenn Wikipedia
Resevout ur skeudenn eus ur c'h/cosplay eus Pepper
Resevout ur skeudenn eus ur c'hazh rouz anvet Carrot
bezañ harpet gant 500 paeron
☐ Tizhout ar c'hantvet rann

Va red-micher e 7 klogorenn :